Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/72

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 56 —

tou a denn d’ar pec’hed ; lizt a-gostez ar bizitou null, ha grit ar bizitou a dleer ober, en aviz ober evel ar Verc’hez.


III


Divar-benn petra e comze etrezo ar Verc’hez ac Elisabet ? Eus a Zoue ac eus a draou santel e vize ano ganto. Elisabet a zaludas ar Verc’hez evel Mam da Zoue. Ac a beleac’h e teu d’in-me an eur vad-ma, eme Elisabet, ma teu Mam va Doue d’am zi ! Mari a roe an oll c’hloar da Zoue, ac a antonas e c’hantic : Magnificat. Ha c’hui, petra a lavarit pa zit da velet unan bennac ? Pa gaozeit ouz an dud ? Mar lavarit comzou null, comzou vean, mar droug-prezegit, mar laoskit teodadou fall, pebez gaou ouzoc’h oc’h--