Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/71

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 55 —

bet, evit senti ouz ar pez a lavare Doue dezi en e c’halon. Pe seurt sonj oc’h euz-c’hui o vont da un darn tiez ? Pet gveich ôc’h bet eat d’an tiez-se, eneb mouez an Aotrou Doue, a grie varnoc’h dont en dro, ac eneb clemou oc’h Eal-mad ? Ar Verc’hez o vont da di Elizabet, a iea da un ti n’oa nemet tud santel enna. Ar re a zarempredit c’hui, pe seurt tud int ? Mari a ieas da di e c’hiniter, dre vir garantez, gant an err da ober vad d’an eneou : gant pe seurt sonj, ac en aviz petra ez it c’hui d’an tiez da velet an dud ? Marteze evit coll an amzer, evel pa ve re aneza ; marteze zoken ez euz sonjou fall o cass ac’hanoc’h, Pebez coll, coll an amzer a zo da c’hounid ar Baradoz ! Grit bizitou mad, ac ar Verc’hez a vizito ac’hanoc’h gant madelez. Discuezit eûz ouz ar bizi-