Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 54 —
don eus va fec’hejou : dreizoc’h, o va Mam, eo deuet betec ennon, evel dre ur c’han. Mari, comzit d’in-me ive, evel da Elizabet, ma clevin ho mouez, ma cargo va ene, evel ene Elizabet, grassou ar Spered-Santel. Allaz, bete vrema trouz ar bed a vouzare ac’hanon ; e garantez fall a vire ouzin na gleven ac’hanoc’h. Ne vezin mui ken caled : o va Rouanez, brema me ho silaouo a galon vad.
II
Ar Verc’hez a guitaas e c’hampric, e leac’h ma edo e-unan gant Doue, evit mont da zilivra Iann- Vadezour diouz ar pec’hed. Evel-se eo red-mad, avechou, lezel Doue evit Doue, evit ober vad dre garantez Doue. Mari a ieas da di santez Eliza-