Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 53 —
Zacharii bet mud, deuet ar parlant deza. Petra dennas kement a c’hrassou en ti ze ? Mari o tont enna, ac o lavaret eno ur gomz bennac. Pebez eur-vad eo beza bizited gant Mam Jesus !
Jesus en devize galled e-unan, eb e Vam, lacaat sant Iann e stad a c’hras. Neket falvezed ganta ober evelse. Perac ? Abalamour, eme sant Bernard, ma fell deza e teufe peb mad deomp digant Mari (evit enori evel ma tle, an ini en d-euz komered da Vam). Mari a zo eta evel ar c’han ma teu dreiza an oll c’hrassou da gaout bugale Eva.
O ! Mari, pebez enor deoc’h, ha pebez joa d’in-me, rancout ho caret, ac ho kelver d’am zicour ! E peleac’h e vizen brema, anez ma oc’h euz lakeat da zisken betec ennon ar par-