Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/68

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 52 —

e tro da c’henel, o veza ma oa conceved e Mab dre ur burzud eb e bar ha dreist natur an dud all. Pa en em gavas Mari e ti Elizabet, e saludas anezi, ac ar zalud-se great gant ar Verc’hez en d-oe kement a vertuz da ober vad, ma lammas sant Iann gant e joa etre daou gostez e vam (ac e oe divar neuze pur diouz ar pec’hed orijinel). Ar Verc’hez a choumas var dro tri mis e ti e c’hiniter.


MIDITA


Ar bizitou mad


I


Ac a vurzudou e ti Zacharii, pried da Elizabet ! Sant Iann lakeat e stad a c’hras abars beza ganed gant e vam ; Elizabet carged a c’hrassou ;