Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/60

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 44 —

ene an oll grassou a roe Doue dezi ; rac ar Verc’hez e-unan e deuz bet discleried e deuz ranket poania evit gounid kement gras a zo bed roed dezi, nemet ar genta ; ha den ne lavaro an niver eus ar grassou-ze ; p’ e-deuz gounezed muioc’h e-unan, mirited muioc’h a zantelez eget an oll assamblez.

Carout a rafec’h caout un eveledigez bennac gant ar Verc’hez : guelit eus a betra ôc’h leun. Eus a vadou an douar, marteze ; allaz ! Da betra e vezint mad, petra delvezint deoc’h, ma ne d-it d’ar Baradoz ! Eus petra ôc’h leun ? Leun, marteze, a bec’hejou, a ziou fall. O ! claskit eta beza leun a c’hras, ac al leun-se a vezo avoalc’h, a pa vêc’h goullo eus an oll draou all.