Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/59

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 43 —

An Eal a roas dezi da anaout e vize Mam eb terri e veu, dre c’halloud Doue, dre vertuz ha gras ar Spered- Santel ; ac e lavaras dezi ive, e vize Mam Elizabet, dre ur burzud all a berz Doue. Mari neuze, gant ur galon humbl, a lavaras ma vize great bolontez Doue ; ac eus e goad pur e oe furmed corf sacr Salver ar bed.


MIDITA


Salud an Eal da Vari


I


Comprenit ar zalud a reas an Eal da Vari. Me ho salud, emeza, leun a c’hras. Leun a c’hras, setu eno ar c’haëra meuleudi d’ar Verc’hez, ac ac’hano e teu e oll gloar. Evit beza leun a c’hras, pegen stard e rancas beza, da lacaat atao da dalvezout d’e