Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 45 —
II
An Aotrou Doue a zo ganeoc’h, eme an Eal da Vari. Ia, o Mari, an Aotrou Doue a oa ganeoc’h, en ho calon, pa oa oc’h oll garantez ; en ho kenou, rac bepred e comzec’h aneza ; en oc’h oberou, pa ne zonjec’h nemet. da blizout deza : o caera miritou ! Pebez eurusdet ! An Aotrou Doue a oa ganeoc’h, en ho memor, pa zonjec’h bepred e vezec’h ganta ; enho spered, pa viditec’h dalc’h-mad var e gomzou sacr evit o zaouri ; ganeoc’h edo en ho polontez, pa lekeac’h da bep mare pep seurt santimanchou caer en ho calon. A ! ma vizen evel Mari, eb ken c’hoant na ken ioul, nemet da veza atao ive gant Doue ! O ! neuse Doue a ve ive ganeen, a en em blizfe ganeen, evel