Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 37 —
istimit ar pez a zo cared ac istimed gant Doue.
II
Mari e d-oa muioc’h a furnez ac a zantelez eget sant Joseph, ac evelato e sente outa, e ree e lavarou gand resped, o sonjal oa roed dezi da bried gant Doue, ac e ree e lavarou, evit senti ouz Doue. Eb lezira e deveriou e kever Doue, e oa aketuz en e deveriou en e zi. Ama ar Verc’hez a zesco deoc’h senti ouz ho mistri, piou bennac e veent, en aviz senti ouz Doue e-unan ac ober e lavar. Dizenti ouz ar re o d-euz da velet varnoc’h, a zo dizenti ouz Doue. Piou a gredo dizenti, o velet ar Verc’hez Mam Doue, Rouanez an oll, o senti humbl ôuz ur micherour paour ? Ar Verc’hez a zesco deoc’h c’hoas