Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/54

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 38 —

diouall na lezfec’h ho teveriou e kever Doue evit ober al labourou all evit ar bed-ma. Renkit mad oc’h oll deveriou, evit na vezo ket unan o tirenca un all. An ëunna evit ober ho mad er bed-ma zoken, eo pedi evel ma tleer ober. Claskit da genta ar Baradoz, ac an traou all ho pezo var ar marc’had.


III


Ar Verc’hez a oe ar genta o voesta da Zoue choum atao gverc’hez. Pegen caër e cavas an Elez ar veu-ze. Pegement a spont a reas d’an Ifern ! Pegement a joa d’an Drindet ! Ac a bet mil a veler, abaoue, o kemeret scuer var ar Verc’hez ! o consacri eveldi o bolontez ac o oll galon da Zoue ! Eurussa eneou, an eneou pur-se ! Er Baradoz e canint