Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/52

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 36 —

Doue ervez e volontez, evel bugale o fiziout var o zad, eb clem ? Evel Mari, na glaskit nemet bolontez Doue e peb tra.

Perac ive en deuz Doue kemered sant Joseph dreist ar re all, evit beza pried d’ar Verc’hez, ha tad mager da Jesus ? Perac ? Daoust ac abalamour ma oa eus a lignez ar Roue, oa ? Nan. Perac-ta ? Abalamour ma oa un den Santel. Pegen disevel eo barnedigez Doue diouz barnedigez an dud. An dud a ra fae var ar re baour ha dister, istim ar rencou uhel, ar re vraz ha pinvidig. Doue ne ra stad ebed eus ar seurt bugaleachou-ze ; ne gar, ne istim nemet ar justis ac ar zantelez. Gant piou emaôc’h e scol, pe gant Doue pe gant ar bed ? Gant piou ema ar virionez ? A ! lîzt ar bed da lavaret a garo var an oll draou vean ; carit ac