Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/51

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 35 —

Ervez sant Thomas ha sant Augustin, goude o eured, an daou bried a reas a-unan ar memez veu. Merc’h ebed, araog ar Verc’hez Vari, ne d-oa great ar veu-ze da Zoue.


MIDITA


Mari pried da sant Joseph


I


Bolontez Doue oa, ma kemerse Mari sant Joseph da bried, evit ma vize Mam da Jesus eb rei tro ebed d’an dud da zroug-zonjal anezi ; ac ouzpen-se, evit ma e devize ur pried da ziouall anezi diouz peb droug a berz an dud fallagr, evit e c’honsoli en e foaniou, ac e zicour e peb izom. Setu eno pez stad a ra Doue eus ar re a zo deza, evit traou ar bed-ma zoken. Perac eta n’en em lezit ket da veza cassed ha digassed gant