Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/47

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 31 —

mad, nemet pa ve furnez, ac oberou mad o rei nerz d’ar c’homzou. Sonjit ive ez euz ennoc’h calz abegou, calz mancou, ac e ranc an dud all gouzav ganeoc’h meur a dra evit discuez dousder ha madelez deoc’h : gouzavit eta oc’h-unan ive mancou ar re all, ma tougo an eil beac’h egile, evel ma lavar an Abostol deomp.

Caout sonj mad ema Doue e peb leac’h, evit delc’her atao da veza fur ha da ober mad. Pa ho pezo c’hoant da ober fall, it el leac’h ne vezo ket an Aotrou Doue, eme sant Augustin.


Mater admirabilis.


E Rom, e couent an Dreindet-ar- Menez, ez euz un imach a ziscuez ar Verc’hez en doare ma oa, d’e daouzec vloaz, pe var dro an oad se, e templ Jerusalem ; da lavaret eo, en