Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/48

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 32 —

doare nia veze, pa laboure gant ar merc’hedigou eus e oad, en unan eus ar c’hamprou stag ouz an templ. E c’heiel a zo ganti, o neza lin, ur baner en e c’hichen da lacaat ar guerzidi, an neud ac an diancajou all, ac im euriou demzigor dirazi. Grassou braz a zo bet digat Doue, o pedi dirag an imach benniged-se, ac ez euz bet greet re all diouta, da gass da veur a leac’h dre ar bed. An ano roed d’an imach burzuduz- se, a zo Mater admirabilis. O pedi dirag Mater admirabilis eo e teuer, gant gras Doue, da zantout pegen dister eo an oll joaiou all, e scoaz ar re a ro Doue d’an ene. Ur zoudard, digasset var an ent mad dre bedennou Mater admirabilis, a deuas da gaout kement a joa en e galon o pedi dirag an aoter, ne zante mui, coulz lavaret, an amzer o vont a--