Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/46

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 30 —

oll, a ziscueze atao resped da Vinistret an templ, ha d’ar Verc’hezet iaouanc all a veve eno ganti. Evit beza evel ouz ar Verc’hez, discuezit ive resped e kever ministret Jesus- Christ, a zo dreist ministret templ Jerusalem. Ar merc’hed iaouanc all a iea da gaout Mari, da c’houlenn cuzul vad diganti, ac evit beza consoled en o foaniou. Ar Verc’hez a vize bepred laouen ha joauz outo, a zoussea o foaniou, a c’houzave tranto, ac a zioualle na raze poan ebed, diez ebed, da nicun. E c’homzou mad ac e oberou a boulze an oll verc’het iaouanc all da zervicha mad an Aotrou Doue ; e spered humbl ac o zantelez a c’houneze anezo. Setu eno penaoz e tleit en em gemeret e kever ar re a zo o veva ganeoc’h. Sonjit ervad : ar c’homzou caer ne zougont ar re all da ober