Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/45

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 29 —

dic amzer bemdez da zonjal er pez a bado da viken, er bed all ? Mar oc’h euz carantez ouzoc’h oc’h-unan, grit deoc’h oc’h-unan al lezenn-ze, ha dalc’hit mad dezi goude. Oc’h afer vraz, oc’h afer an ini n’euz nemeti, eo savetei oc’h ene ; ha ne vezoc’h sur d’er zavetei nemet o lacaat eno aliez ho spered, o sonjal a zevri ennoc’h oc’h-unan, o vidita, o pedi a galon. Eb an dra-ze, e tizonjoc’h oc’h afer oc’h-unan, ha ne c’halloc’h dont dabenn anezi. Dreist pep tra, diouallit na choumfec’h dibreder, eb sonjal nac ober vad ebed. Al leziregez a zo maro en ene ; en gouzout a rit, marteze divar ho coust.


III


Mari en templ, eviti da gaout furnez, skiant a santelez dreist an