Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/44

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 28 —

da ziouall ouz an droug ! Penaoz e credfen-me ober a-vel da Zoue ar pez ne garfen ket ober a-vel da un den ? O ! ha ni zo dall ! Caout kement a aoun rag sellou an dud, ac ken nebeud a aoun rag sellou un Doue !


II


Ar Verc’hez en templ e d-oa assined ur mare da bep tra, ac a ree e oll deveriou diouz renc a gant urz vad : ur mare da lenn, ur mare da ober pedenn a galon, ur mare da labourat. Morse ne golle an amzer. Perac c’hui, bugale da Vari, perac ne rafec’h ket evel ho Mamm ? Perac ne bedfec’h ket diana d’ar mare dleed ? Mar d-eo re ziez deoc’h beza pell ho pedi evel ar Verc’hez, perac diana ne choumfec’h ket ur penna-