Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/43

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 27 —



MIDITA


Beza gant Doue atao


I


Evesaït mad ouz ar Verc’hez en templ, ac e veloc’h penaoz eo beva evit tizout ar guir zantelez. Mari, dre ma z-ee, e vele Doue atao dirazi, ac e nep leac’h ne golle ar zonj ema Doue dre oll. Mar c’hoantait mont rag-ëun eb fazia bete ar guir-zantelez, kemerit scuer var Mari, ha lacaït mad en ho spered, gant ur feiz cre, ar zonj ema Doue e peb leac’h. E pep leac’h e sell ouz ar pez a raan, e peb leac’h e cleo ar pez a lavaran, e peb leac’h e tiz bete goeled va c’halon, ac e vel ar zonjou muia cuzed eno. Pebez nerz e defe ar virionez-se da boulza ac’hanon da ober mad ha