denn ac an Orezon, betec creiz-deiz, evel ar verc’hezet iaouanc all a veve ganti en templ, e laboure gloan pe lin. Goude ar pred e lenne ar Scritur Sacr. Azalec an oad-se e tiscuezas nebeud a joa ouz madou an douar, ac e roe d’ar paour kement a c’halle da zioueret. E Doue edo e oll joa. Aliez e care comz ano divar- benn ar Messias, divar-benn ar Zalver a dlie dont var an douar da c’hounit ar Baradoz d’an dud. Diouz comzou ar bed e pellee ; ac e arvez, an ear anezi ken brao ha ken santel, a oa avoalc’h evit lacaat ar re a vele anezi, da santout carantez an Aotrou Doue o sevel en o c’halon. Al levriou coz a verc ive, e clevas, pa oa daouzec vloaz, e creiz an noz epad ma pede Doue, e clevas ur vouez o lavaret e vize Mam da Vab Doue. (Canisius, etc.)
Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/42
Neuz