Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/39

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 23 —

e vam eus ar Verc’hez. E vam a lavaras deza ive caout sonj da c’helver Mari d’e zicour, beveich ma vise e risc da fazia pe da vancout en ur c’hiz bennac. Crispino a zalc’has mad d’an ali-ze. Un droad oa pigned en ur vezenn, e gamaradet bian ac en. Ma torras ur scour ganto, ac ii coueza var ar vein. Crispino en doe sonj da c’helver ar Verc’hez, ha n’en doe diez ebed, droug ebed an disterra, ac ar re all a oe voall-lakeed. D’e zec vloas e oe lakeed e ti un eontr deza, da ziski beza kereour. Eno, peb sadorn, pa en devise laboured mad, e vise roed ur guenneg bennac deza, ac e rede d’ar blassenn da brena bokedou. — Ar re gaerra d’in, emeza, ar re gaerra a rancan caout, rac en aviz o c’hinnig da un Itron Vraz o c’hemeran. Ac ez ee da gass anezo d’an iliz dirag ar Verc’hez,