Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/40

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 24 —

ac e choume eno ed ar zul vintin da zervicha an oferennou. Peleac’h ema ar c’heuristet, ar zervicheurien Iliz, a en em bliz evelse eharz an aoteriou ? Petra bennac gousgoude, beza tost da Jesus a zo beza tost d’ar Baradoz. Crispino ne zaleas ket da vont e couent. E dud a voele, gant ar c’heuz deza. — Va mam, perac e voelit, emeza ? va roed oc’h euz d’ar Verc’hez, eb miret guir ebed deoc’h oc’h-unan, pa ne oan nemet pemp bloaz. Pa oe profezed, e oe lakeed da aoza ar boed, er gegin, ac e savas eno un aoteric d’ar Verc’hez, a vize goloed a vokedou ; ac e joa oa cana Litaniou ar Verc’hez, gant daou all da eila outa. Un aotrou braz a roaz deza daou voked caer, ac ar pab Clemens diou c’houlauenn da lacaat var e aoteric d’ar Verc’hez. Ouzpenn unan a bareas dre e beden-