Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/38

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 22 —


Beza iviziken da Zoue, evit ober evel Mari, pa en em voestas deza, a vianic, en templ.


An den euruz Crispino


Ac ii zo euruz, ar re a dro a vianic ouz Doue ! Ar pez a zanter neuze er galon, a dôl var ar vuez penn da benn. Crispino, ganed en Itali, e Viterbe, ne oa nemet pemp bloaz pa gassas e vam aneza ganti da iliz an Itron-Varia-an-Derven, dirag aoter ar Verc’hez, ac eno, var e daoulin, e voestas e mabic da Vari, ac e lavaras deza : Sell, va mabic, setu aze da vam ; dezi e roan ac’hanot ama, brema ; discuez joa dezi a greiz da galon, ha gra enor d’as patronez. — Comzou ar vam a iaas doun e calon e mab. Divar neuze ar c’hrouadur benniged ne reas mui nemet