Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/37

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 21 —



III


Mari var e daoulin en templ en em voestas oll da Zoue. Rac-tal ma c’hallas, en em roas deza, azalec e c’henta bloaveziou. Ha me a ro va iaouankiz, va c’haera amzer, d’ar follenteziou vean, ha ne viran da Zoue nemet va c’hozni, an disterra ac an diassura lodenn eus va buez ; cousgoude kement pennad buez em euz a zo da Zoue. Mari a en em roas oll da Zoue, eb tenna netra ; ha me ne roan nemet an anter eus va c’halon, ur galon ker bian, ken striz all ! Mari a en em roas da-vad ac evit choum atao ; ha me, an deiz ma vezan bet o rei va c’halon da Zoue, o pedi, o coves, o communia, a den adarre va c’halon diganta, d’e rei d’an Ærouant ! d’an droug-spered.