Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/36

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 20 —

ive o vont, pa dizan, da di va Doue d’an Iliz ? Inoui, marteze, eo a raan buan eno. Marteze ne glascan nemet mont var va c’hiz pa vez ar mare da zonjal em deveriou e kever Doue. Pa deu Doue da c’helver ac’hanon, ha santi a raan-me buan avoalc’h ac gant joa ? Ac a veich, siouaz d’in ! en d-euz cried ouzin pellaat diouz ar re am laca da bec’hi, ac em euz stourmed ac enebed outa o choum el leac’hiou ne gaven ken tro nemet da bec’hi ! Ac a veich en d-euz lavared stard d’in disprizout ar bed-fall, ac e caran atao ar fougeou ac an traou vean. O ! ac ii zo euruz, ac ii zo euruz, ar re o d-euz silaoued Doue a-bred, ha respounted deza en o c’henta bloaveziou ! Ac ii zo truezuz o doare, ar re ne reont van ebed evit e glevet !