Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/35

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 19 —

d-euz bet. Comprenit c’hoas, divar ar gentel-ma, e tleit delc’her mad d’ar pez ho pezo voested da Zoue. O choum eb ober, eb seveni ar pez a ve bet great veu da ober, e vanker da Zoue, ac o-h apell re e reer ive.


II


Lacaït ho spered da zonjal gant pegement a joa ez eas ar Verc’hez d’an templ o lavaret goude ar Profet David : Lsetatus sum... O ! joa em euz bet, o clevet lavaret ez aïmp da di Zoue. Gant pebez levenez e pignas ar Verc’hic tri bloaz dre ar pemsec derezenn a oa da vont en templ, en eur lacaat mad en e spered da zevel ive dre an oll bazennou betec an uhella santelez. Caera scuer a ro d’in ar verc’h iaouanc-ma ! Peleac’h ema ar joa a dlefen-me caout