Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 16 —
ma tere ouz tud a zoug un ano ken caer ac ken nobl.
————
AN TREDE DERVEZ
————
Ar Verc’hez cassed d’an templ
Pa oe ar Verc’hez en e zri bloaz, e c’herent evit seveni ar pez o d-oa voested da Zoue, a gassas anezi da Vinistret an templ. Ministret an templ, var a verc deomp Evodius ac ar re a veve en amzeriou coz, a zigemeras anezi, evel un donezon caer da Zoue, evit ma vise saved en templ, evel ar merc’hed iaouanc all. Sant Gregor Niss a verc deomp ez oa en templ ul leac’h a gostez, disparti, ac eno ne roet digor ebed d’ar merc’hed dimezed ; ac eno ive eo e