Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/31

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 15 —

da verc’h ebed, gant aoun rag disenori ano Mam Doue. Sant Stefan, rone Hongrii, eleac’h lavaret e ano d’ar Verc’hez, a lavare anezi an Itron Vraz, ac e zujidi a gemere scuer diouta ; ha pa vize lavared an ano Mari, e stoue atao, da ober enor da un ano ken din. Ur roue, e Spaign, var nez dimezi, a zivizas, a-grenn, ne vise ket roed an ano Mari d’an ini a dlie beza e bried. Casimir, roue Poloign, a zivizas ive ma vise roed un ano all, eleac’h an ano-ze, d’an ini a oa c’hoant da rei deza da bried. Ma teuas ar c’hiz, er vro-ze, ne vise mui roed ano ar Verc’hez da verc’h all ebed ; ac eno e kendalc’has ar c’hiz-se. Brema e roer stanc an ano Mari er vadiziant ; en aviz ma vezo ar re a vadezer evel muioc’h dioualled gant ar Verc’hez. Gras dezo, da viana, da veva e-doare