Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/30

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 14 —

Goude ano Jesus, n’euz ano all ebed ac en defe kement a zousder vertuz. O Mari ! bezit evidomp Mari, ac ez aïmp d’ar Baradoz.

Resped atao da ano ar Verc’hez Vari ! Pa deui ur guall-zonj bennac deoc’h, pa vezoc’h nec’hed, en oll danjerou galvit Mari da zont.


An ano Mari.


Resped atao da ano ar Verc’hez ! Sant Charlez n’en lavare morse eb ober ur stouic-penn, e-c’hiz m’eo ar c’hustum da ober, e pedennou an Iliz, pa lavarer an ano-ze, evel ma reer da ano Jesus-Christ, ha da ano ar Zant a reer gouel en enor deza. Amzer zo bet, e meur a leac’h e touget kement a resped d’an ano Mari, m’oa difenn da rei an ano-ze