Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/33

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 17 —

vevas ar Verc’hez. An tadou Santel, evel sant Cirill, a lavar e vize roed digor atao da Vari el leac’h-se, mired da Verc’hezet an templ, goude ma oa ganed Jesus-Christ, o veza ma oa atao Gverc’hez. Zacharii, tad Ian- Vadezour, eo a ree digori dezi, en desped d’ar rebechou a ree ar Iuzevien ; rac Zacharii a anaveze mad anezi evit beza Mam ha Gverc’hez. Mari a oe unnec vloaz en templ, ervez Evodius ; ac ervez sant Gregor Nicomedii, e veze aliez an Elez o-h ober bizit ac enor dezi. Un all eus an amzeriou coz-se a verc deomp e collas e zad ac e mam var- dro an eizvet bloaz goude ma oa eat d’an templ, pa edo en e unnecvet bloaz.