Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/296

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 280 —


AVE MARIS STELLA


————


Ni ho salud stereden ar mor,
Mam da Zoue leun a enor,
Gverc’hez bepret, porz an evou,
Silaouit oc’h or pedennou.

Recevit ar salud santel
A roas deoc’h an eal Gabriel ;
Roït ur peoc’h ferm deomp er bed-ma
O sench an ano a Eva.

Torrit chaden ar bec’heurien ;
D’ar re zo dall roït sclerijen ;
Pellait diouzomp pep maler,
Ac obtenit deomp pep faver.

Discuezit e zoc’h ur vam vad
En andret an dud emzivad ;
Grit ma on exauso an ini
Oc’h eus ganed evidomp-ni.