Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/295

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 279 —

aoter ar Verc’hez, ac ac’hano da gaout e c’hovesor, a oe ken souezed ac an oll, o velet Mac’harit eb e flac’hou (eb e branellou). D’ar zul varlerc’h, ac a oa sul an Drindet, ervez ur c’hiz coz, oa procession e Plestin. Mac’harit Lucas a zougas ar Verc’hez, nemet ma lezas un all da gemeret e flass, abars fin ar brocession, ac ez eas da heul, ur c’houlaouen en e dorn, ac an oll o daoulagad o para varnei. Eus ar parreziou divar-dro e teuas tud, a foul, da velet Mac’harit Lucas, pareed cloc en un tôl, e fin Mai 1852, goude beza bet seiz vloaz issill braz var e guele.

Tenned divar ul lizer scrived gant an A. Graet, person Plestin ; ac cleved ive gant unan eus parrez Plouziri, an A. R., a oa d’ar mare-ze o choum e kichen Plestin.


————