gaout ar prenest, da zellet ouz ar brocession. — Pa edo ar brocession o vont a-biou d’an ti, eme Vac’harit, e cave d’in e velen ar Verc’hez o c’hoarzin ouzin, ac e santen em boa bet va goulenn, e oan pare. — An tronoz, o veza ne zonje den ebed penaoz edo an dro gant Mac’harit, e lavaras : — Ne fell ket dezo credi ez oun pare ; me zo o vont d’en discuez dezo sclear ac aned. — Ac i sevel eus e guele, gvisca e dillad, e-unan caer, eb nicun d’e zicour ; ar pez n’e doa greet seiz vloaz a oa ; ha disken gant an derezou d’an traon. E zud a redas en aviz rei scor dezi, arpa anezi da zisken eus ar zolier : — Lîzt ac’hanon, emezi, pare oun. — Tud e zi, o velet anezi drant en e zav, a oa souezed maro, ac an amezeien a zirede o clevet ur seurt burzud. Ha Mac’harit a-fo d’an iliz dirag
Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/294
Neuz