barea. Caër a oa clasc remed d’e c’hlenved, nemet voassaat ne ree. An deiz diveza eus a viz Mae 1852, evid cloza Miz Mari, e c’houlennas beza douged d’an iliz, da bedi dirag aoter ar Verc’hez ; ac e covesaas, ac communia ; ac e choumas ur pennad amzer da bedi dirag tron an Itron-Varia miz Mae. Pa oe scuiz, e oe cassed en un ti tostic d’an iliz. Eno e c’houlennas Miz Mari, ac ober ur pennadic lenn enna. Setu ma santas evel ur beac’h pounner o vont divarnei ; ac en em lacaas da drei ha distrei e fenn, da finval e zreid o cass ac o tigass anezo ; ar pez ne oa ket evit ober bete neuze. — Emaoun pare, emezi ; e-berr er pardaez-ma ez aïn da brocession Miz Mari. — An ini a oa var e zro, a dennas ar zonj-se eus e fenn ; nemet ma lezas anezi da zevel evit mont da
Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/293
Neuz