Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/297

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 281 —


Gverc’hez pur eb comparezon,
Dous dreist an oll e pep feson,
Dioc’h on pec’hejou dilivret,
Omp rentit dous a chast bepret.

Grit ma cunduimp ur vuez pur,
Preparit deomp un ent assur,
Ma vezimp, o velet Jesus,
Bepret er joa ganeoc’h eüruz.

Gloar ato d’an Tad Eternel,
D’ar Map ha d’ar Speret-Santel ;
Meulet ra vezo da viken
Tri ferson en un Doue ebken.

Evelse bezet gret.


————