Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/290

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 274 —

an douar d’ar Baradoz ! Ar Verc’hez, evel a lavar sant Jerom, a deu da zigemeret eneou e zervicherien, pa vezont en o amzer diveza. O ! abalamour da Zoue, santez Mari, Mam Doue, ac atao Gverc’hez, n’am lezit ket va-unan en eur va maro ! — Bezit dizagrin, servicheur Mari, en oc’h eur diveza, ho prassa joa e vezo beza servicheur da Vari.


III


Goude ar maro, pegen caer e vezo c’hoas beza bet e Breuriez ar Verc’hez ! Gant nebeutoc’h a encrez ez ear dirag tribunal ar barneur ; rac ar Verc’hez a gass deza eneou e servicheurien. Rag petra om befe-ni aoun, pa eo Mari on alvocadez dirag Jesus e Mab ! Ouspen-se, ar