Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/289

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 273 —

guir zervicheur ebed da Vari. O ! pegen euruz oun-me ta, da veza unan eus e bugale ! Pegen trist e ve va buez var an douar, mar ne veen e Breuriez ebed d’ar Verc’hez ! mar n’em befe perz ebed er pedennou a reer dezi noz-deiz ! Pegen trist e ve va doare, mar em bê mez o-h ober dirag an dud ar pedennou a reer e Breuriez ar Verc’hez ? A guassoc’h e ve c’hoas, mar dizenorfen anezi gant va buez fall.


II


En eur ar maro, pegen euruz eo an nep a ve e Breuriez ar Verc’hez ! Evel ur vamm dener, e toussaïo e boan deza, e raïo deza beza patient, e pellaïo diouta an Erevent, an droug sperejou, ac e tiscuezo deza pegen dous eo mervel, mont divar