Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/288

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 272 —

Verc’hez e d-euz bet discuezed dezo e c’harantez, o-h ober burzudou en o c’hever, ac o lacaat anezo da gaout grassou caër epad o buez ac en eur ar maro. (Eno ive, evit doare, e scolach Dillingen, e oe great da genta Miz Mari, en doare ma reer brema, er bloaz 1724, o lenn ar c’hentellou a zo el levric ma.)


MIDITA


Caer eo beza e Breuriez ar Verc’hez.


I


Epad ar vuez, ac ez eo caer beza e Breuriez ar Verc’hez ! An Ini ne lez morse eb recompans an disterra servich, pegen caer recompans a roi d’ar re a glasc meur a c’hiz d’e enori ! Credi a reer ne d-aï da goll