Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 271 —
brinset eus ar bed, a oe mall ganto lacaat o ano e Breuriez ar Verc’hez. Neket e Roum ebken, mes ive dre ar bed-oll, betec en Indez, e savas Breuriezou (Congregationou) en enor d’ar Verc’hez.
Ini Dillingen (ebroan Allamaign), a goumansas er bloaz 1574. An Tad Rem eo a lacaas ar Vreuriez-se eno, un den bruded e meur a leac’h, abalamour d’e zantelez vraz, ac abalamour m’en d-oa calz a sclerijenn evit anaout an traou da zont ; m’en doa gveled, ouzpenn ur vech, ar Verc’hez ; great anaoudegez, ha bet evel mignouniez, epad e vuez, gant an Anaoun eus ar Purgator. Ar re a lacaas o ano eno e Breuriez ar Verc’hez, a ziscuezas, ed-ar-vech, un devosion dener d’ar Verc’hez, cals a druez ouz an Anaoun. ac a aket en oll deveriou christen ; ac ar