Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/286

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 270 —

Ee, ouz ar Verc’hez, e joausaas e spered. Aliez e vise cleved o c’helver an ini a gonsol ar re o deuz glac’har ac anken, ar re afflijed, Consolatrix afflictorum ; ac e varvas, en eur ober ur zell a joa ouz imach ar Verc’hez.


————


AN DERVEZ UNAN-A-TREGONT


————
Breuriez ar Verc’hez


Er bloaz 1563 e oe saved e Roum, en enor d’ar Verc’hez, ur Vreuriez, anved Congregation, ac a deuas da veza ar penn eus a galz a re all. An Iliz a roas induljansou braz d’ar vreuriezou-ze. Ar Gardinalet, ar