Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/285

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 269 —

pelloc’h en abascder, ac e peoc’h ? — Te eo, da viana, eme ar droug-spered, te eo a ra poan din-me. — Ar boan a rea deza oa, pa stourme sonjou fall outa, e ree ur zell ouz ar Verc’hez, en aviz caout sicour, ac e c’houneze peb tro, e roe atao lamm d’e enebour, d’an droug-eal, ha d’an ioul fall eus e galon.

An Tad Lanuza, ur relijiuz devod gousgoude, pa velas ar maro ganta, a vennas disesperi gant ar spont rag an ifern. Caër a oa comz deza divar-ben ar Baradoz, e encrez o sonjal en ifern a zave atao da uhela. Ma oe lakeed ar Verc’hez diraza. Ar re a choum pellic er bed-ma n’int ket evit caout o mam all var o zro, en o maro ; mes ive, ar vam zo en Ee eo an druezusa, ar vella a bep ent. Pa c’hallas an Tad Lanuza ober ur zell bep-er-mare ouz e vam en