Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/284

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 268 —

raog ; nac earied brao avoalc’h na doareed evel ma rancfet, evit lacaat sonjal e madelez Mam Doue ; petra bennac, aliez, ne veler enno skeud ebed eus truez ac carantez ar Verc’hez ouz ar bec’heurien g’eiz ; evelato, pa zeller outo, pe enorer anezo en aviz tostaat ouz calon Jesus, e tenner gras Doue en ene. Ur zell a garantez ouz skeud Mam Jesus, a zigass ar zonj ac ar c’hras da veza evelloc’h outi, humploc’h, carantezusoc’h, gouzavussoc’h, purroc’h, tenerroc’h ouz an dud ; a bella ar voall-zonjou, ar poaniou spered, an anken disesper. Un Ermit a oa, ac a ree ur zell ouz ar Verc’hez, da c’houlenn sicour, rag-tall ma stourme ur voall-zonj bennac outa. Un droad, nec’hed maro gant peb seurt sonjou eûzuz, udur, e lavaras : — Diaoul criz ha dinatur, peur em lezi-te