Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/291

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 275 —

re a vezo e Breuriez ar Verc’hez, a zo easoc’h dezo diouall ouz tan ar Purgator, dre an Induljansou. Pebez joa dezo, sonjal ez euz Induljans vraz, en eur ar maro, o lavaret an daou ano, Jesus ha Mari. Bugale Mari a vez ive dousseed, diverred o foaniou er Purgator, gant ar pedennou a reer evito, er Vreuriez ; ac ar Verc’hez a gass aliez an Elez, ac a-vechou e tisken e-unan er Purgator, evit distana d’e zervicheurien, terri nerz ar flammou (ervez Denez Chartreuz). Mes, ho bezit sonj, evit caout ar chansou euruz-se, eo red delc’her mad d’ho pedennou, beza aketuz da c’hounid an induljansou. Gvelit petra oc’h euz great bete vrema, nemet guell e ve ganeoc’h mont da leski er flammou. Ar re a zo o c’hortoz pedennou diganeoc’h, diouallit n’ho pe o ancounac’heat,