Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/280

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 264 —

diouz ar pardaez pa zistroont, e c’houlennont e hennoz... Ha c’hui, petra a rit diana evit e enori ?


III


Sonjit ervad, an uhella derez ac ar c’haera tra evit heza devod da Vam Doue, eo kemeret scuer diouti en e buez. Evit mont d’ar Baradoz e rancomp poania da gaout eveledigez gant Jesus-Christ, ac evit eveli ouz Jesus-Christ, e rancomp beza evel ouz Mari, a zo guir batrom Jesus. Sclerder vraz an Aotrou Doue ac e c’hloar a ra, marteze, aoun deomp ; mes an ear a c’hened ac a vadelez a velomp e Mari a dle sur diana gounid ac’hanomp, ac ober deomp tostaat. Pa garer unan bennac, e clasker ober evelda. Na zon-