Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/281

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 265 —

jomp ket eta beza e carantez Mari, mar ne glascomp e giz ebed dont evel outi. Dreist peb tra, e tleomp beza, eveldi, modest ac aounig rag ar bed. Guelit ar Verc’hez : pebez evez var e daoulagat, evit gouzout ouz petra ac e peleac’h sellet, petra da lavaret. penaoz en em lacaat, pe seurt maniel da gemerit dirag an dud. O velet se, petra a lavarit eus oc’h arvez scanv ac diboelled. Red eo ive beza pur. Netra ne zispliz kement da Vari evel ur speret neket pur ha neat. Beza humbl. Ar vertuz-se a zavas Mari uhel avoalc’h evit beza mam da Zoue. Kentoc’h e sello ouz ur pec’heur humbl, eget ouz un den dibec’h da velet, ac ourgouilluz. Red eo ive, evit caout eveledigez gant ar Verc’hez, caret calz an Aotrou Jesus-Christ. Kement a ra ar Verc’hez evidomp, a zo evit ma