Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/279

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 263 —

vezit nec’hed. Allas ! ne lacaït ket avoalc’h ho fizians enni evit beza dioualled ganti. Cousgoude, neket scuer vad eo e vanc deoc’h : eleiz a en em voest da zervicha ar Verc’hez epad o buez, ac a laca o ano en e Breuriez ; re all a vez aliez o pedi en e ilizou, dirag e aoteriou ; a zalc’h mad d’ar pedennou a vez great dezi ; a vez o sacramanti d’an deizou consacred d’e enori ; a ro ali d’o c’hamaradet pe d’o c’hamaradezet da vont en e Breuriez da enori anezi. Un imach a vez perliessa dirazo, da gaout sonj anezi ; un dra pe dra a zioueront, ur boan pe boan a gemeront, bep-en-amzer, evit gounid muioc’h e c’harantez ; abars o labour, ha pa deu un dra bennac da stourm outo, da zieza anezo, e troont outi, evit caout sicour. Diouz ar mintin, ac abars mont er meaz ;