Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/278

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 262 —

Coletta o pedi ac’hanoc’h da gaout truez ouz ar bec’heurien, ha c’hui, o tiscuez dezi ur c’hrouadur drailled a dammou, a c’houlennas outi : Ha sonjal a res e c’hallfet miret diouz droug ar re a ra kement all a grisderi d’am mab Jesus ? Ar vamm neket evit sevel gant bourrevien e Mab !


II


An eil derez pe bazenn, evit beza devod da Vari, eo e enori da bep mare. Pe garer unan bennac, e sonjer aliez enna, e comzer aneza gant joa. Petra eo deoc’h caout ken nebeud a zonj eus ar Verc’hez ? Allaz ! nebeud e c’harit. Perac ne droït ket outi pa stourm ouzoc’h un droug bennac, ur voall-zonj bennac, pa