diouall ouz ar pec’hed. Setu ama petra a lavar i e-unan en Aviel : Grit kement a lavar va Mab deoc’h. — An ini eta ne vir ket lezenn Doue, ne zilaou ket ar Verc’hez ; an ini ne ra van ebed evit terri lezenn Doue, lezenn ar Mab, ne ziscuez eulvenn carantez ebed, devosion ebed d’ar Vamm. Piou a ziscuez muioc’h a zroug ouz ar Verc’hez, eget a ini a deu a-nevez da grucifia e Mab ? Ia, o Mari, ken trugarezuz, ar virionez eo, e savit ho mouez da zifenn ar bec’heurien ; mes ne zavit ket en un tu gant ar pec’hed. Da zantez Berc’het e lavarec’h, ez ouc’h mam ar bec’heurien, pa c’hoantaont difazia ha distrei var an ent mad. Ia, mes donjer ac eûz oc’h euz ouz ar re ne fell dezo caout keuz ebed, ac a choum evel da vreïna en ho boaziou fall, eb clasc o zerri. Ur vech edo santez
Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/277
Neuz