Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/276

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 260 —

bare en dro dezi, e doare ur sclerder eus an Ee, ma oa doare deza e c’hemeret evit an Aotrou Doue. — Anez, emeza, ma oa bet roed d’in da anaout sclear, ervez an descadurez deuet eus an Ee, ez eo Doue Jesus-Christ, em bize creded buan avoalc’h ne oa Doue all ebed, nemet Mari. Setu eno darn eus a gomzou sant Denes, unan eus ar re a velas ar Verc’hez var an douar.


MIDITA


Penaoz eo beza devod d’ar Verc’hez


I


Lacaït ho spered da gompren mad kement-ma : Ar c’henta derez evit beza devod d’ar Verc’hez, ac eno ema on eurusdet, — ar c’henta eo