Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/275

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 259 —

dest e doa, aoun rag kement a vize eneb ar furnez ; ne c’hoarze ket ; pellaat a ree diouz an digorou braz, ha ne ziscueze morse un ear nec’hed ha trefued, e spered atao var e du. Sant Ignas, merzer, ac a oa var an douar en amzer-ze, a lavar e oa ar Verc’hez scuer an oll evit deski penaos ober pinijen ha beva ervez al lezenn gristen. Lavaret a ra ive e teue tud eus a bevar c’horn ar bed da velet ar burzud-ma eus an Ee, ac ar pez a oa a zantella da velet var an douar. Ar re a vele anezi a zante en o c’halon ur joa n’e d-euz ano ebed var an douar, ken brao doare, ken caer earedigez e doa. Sant Denis en doe ar joa da velet anezi. Souezed maro e choumas, pa velas an ear a vajestez ac a zantelez a oa varni ; ken estlamed e oe, o velet ar sclerder a