Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/274

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 258 —


AN TREGONTVET DERVEZ


————
Earedigez ar Verc’hez ac e doare pa edo var an douar


Ment ar Verc’hez a oa etre daou, na braz na bian. Evelato, var a verc Nicefor, e c’hallet e lacaat gant ar re vraz.... E liou a denne var ar brun, pe var liou ar vinizen.... E bizach a oa un tamic hir, coulz ac e daouarn ac e biziet. Ne ree netra evit en em glinca ac en em lacaat caer. Un ear joauz ha kelavar e doa da gomz ouz an dud, mes eb ober re a vodou na lavaret cals a c’heriou : ar pez a vize red, netra ken ; ha laouen e ree da bep unan an enor a vize dleed. Un doare lent ha mo-